Fer benn and the deer cult in Buile Suibhne - Université Rennes 2 Accéder directement au contenu
Communication Dans Un Congrès Année : 2011

Fer benn and the deer cult in Buile Suibhne

Résumé

En ur lavarout ar gerioù-mañ "Cidh iomdha dom dhamraidh-si " d.l.e. "A mathair na groidhi-si", e pennad 40 Buile Suibhne (O'Keeffe, 1913/1996, p. 79), emañ Fer benn o komz ouzh an hevelep doare spered ma ra an dToungoused e studiadenn Anisimov ""Cosmological concepts of the Peoples of the North", elese Bugady Enintyn. An daou a vez sellet outo koulz evel mamm ha loen, elnez pe karvez, hag a c'hoari an hevelep perzh evel suward he bagadoù : "The mistress of the earth has a husband--the nameless shepherd of her herd". Ar mojennerezh daveet amañ a c'hell bout aroueziet gant an Hemolc'h kosmek (un doare personelañ trovezh an heol), hag a c'hell bout lennet war ar brioù eus Sibiria d'an Europ, da gregiñ gant Neolitik al Lenn Baïkal a zo kempred gant sevenadur Afanasievo stepennoù ar Minousinsk, o tont eus divroadeg Repin war ar stêr Don a-gent da sevenadur Yamna dont war wel. Kevreoù etre an daou ved-se Volga-Oural ha Repin-Yamnaya a voe dalc'het gant ur monedonea disehan a zivroadegoù (3700-3500 / 2.400 K.H.A.). Ar C'harv hag ar Wezenn Vuhez war ar siell granek bet kavet e Kragnosvarkdeisk (Maikop-Novosvobodnaya), deiziataet e derou an trived milved K.K, a dle dont eus Sibiria rak ne gaver ket Cervus elaphus e Mezopotamia m'emañ ar c'halvezder o tont koulskoude. Heñvel, ar c'harv e-touez an Hittited a zo nevet hag a hañval bezañ bet a-zigentañ ar barez doueel uhelañ, erlec'hiet gant Teshoub: "l'ancêtre direct du Zeus Dolichenos." Un azeul karv a zo em skignet gant an Indez-Europiz, e Usatovo, Polonia, Skandinavia hag ar Val Kamonika, Iberia ha Gallia (Cernunnos). An azeul-se a rank bezañ deuet da Iwerzhon hag Alba d'ur mare bennak (Aremvezh, Houarnvezh) eus a lec'h bennak (Iberia, Gallia) war an douar-bras.
Fichier principal
Vignette du fichier
FBATDCIBS_EOLAS.pdf (1.05 Mo) Télécharger le fichier
Origine : Fichiers produits par l'(les) auteur(s)

Dates et versions

hal-00621072 , version 1 (09-09-2011)
hal-00621072 , version 2 (14-09-2011)
hal-00621072 , version 3 (25-11-2011)
hal-00621072 , version 4 (30-11-2011)

Identifiants

  • HAL Id : hal-00621072 , version 3

Citer

Gilles Boucherit. Fer benn and the deer cult in Buile Suibhne. XIV COMHDHÁIL IDIRNÁISIÚNTA SA LÉANN CEILTEACH XIV INTERNATIONAL CONGRESS OF CELTIC STUDIES, Aug 2011, Maynooth, Ireland. ⟨hal-00621072v3⟩
422 Consultations
1241 Téléchargements

Partager

Gmail Facebook X LinkedIn More