An den gouez : aozadur ar roadennoù - Université Rennes 2 Accéder directement au contenu
Communication Dans Un Congrès Année : 2016

An den gouez : aozadur ar roadennoù

L'Homme sauvage : organisation des données

Résumé

Gilles Boucherit CRBC Roazhon Ezel stag AN DEN GOUEZ Aozadur ar roadennoù DIGORADUR En e skrid talbennet « The Merlin legend and the Welsh tradition of prophecy 1 » A.O.H. Jarman a zispleg deomp an darempredoù pell a zo gant ar pezh zo anvet gantañ « patrom kentidik » Den Gouez ar C'hoadoù 2. N'eus amañ hengoun mojennel ebet da glask, e kement ma n'eo ket renablet an tem pe ar patrom e Motif-Index of Early Irish Literature 3. Meneg a vo neoazh eus disoc'h ur c'hlaskerezh titouret mat a lak e darempred hengounioù Sumeriad hag Indez-Iranad hag en em c'houlenn war o ereoù ma 'z eus kenetrezo 4. Da neuze e vo displeget tres an Den Gouez, elese dielfennañ an teir neudenn bennañ a ya d'e sevel da heul disoc'h hor studi eus skridoù kozh Sumer hag impalaeriezh Akad : brezelel da gentañ gant an trec'h brezel, relijiel d'an eil gant an " undoueegezh roueel", skiantel d'an trede gant teknik arnevez ar skritur. Studiet e vo goude stad an traoù er broioù keltiek, Kembre hag Iwerzhon dreist-holl ha teurel ur sell war Iliz Roma enno. En ur ensellout politikerezh an impalaer Kustentin e vo gwelet penaos eo deuet ar Gristeniezh da vezañ relijion stad impalaeriezh Roma. Gant skoazell ar skritur e Latin da gentañ e vo komprenet gwelloc'h darvoud an Den Gouez keltiek dre e zremmoù disheñvel, Myrddin-Lailoken, Skolan, Suibhne : un darvoud sevenadurel a gas pell e wrizioù hengounel en amzer dremenet. An dra-se a zispleg n'eo ket an Den Gouez ur rummad kontadennoù a veze danevellet er beilhadegoù roueel pe get. Da lavaret eo, agent kristenidigezh ar Gelted ne oa ket eus tem Den Gouez ar C'hoadoù. Daou hengoun a gaver er pennad meneget gant Jarman en e zigoradur: meurgan Babilonian Gilgamesh ha mojenn Indian Rishyasringa, a gaver enno tem al loen-den pe digenveziad blevek o vevañ war ar maez, hag hini ar penitiour. Ar Sumeriz ne oa ket anezho Semited nag Indez-Europiz. Mont tre a rejont da vMezopotamia adalek ar reter tro ar pevarvet milved Kent Hon Amzer 5. Kalz eus an douaroù etre an Tigr hag an Eufrat a oa annezet gant Semited war gantre a voe trec'het gant an alouberien 6. Ganto e kerzh ar pevarvet milved KHA e yeas an traoù war-raok war bep tachenn, ekonomikel, sokial ha politikel koulz ha speredel ma voe diorroet menoziadoù relijiel. Ijinet e voe ganto un hentenn skrivañ gennheñvel. Ne oa gant o yezh darempred ebet
Data about the wild man can be found in Sumer (2nd millenium BC) and in the Celtic countries (5th & 6th centuries AD). Although the situations are completely different common points appear which will be compared along this study. After what general conclusions will be drawn concerning sovereignty, self proclaimed or traditional.
Fichier principal
Vignette du fichier
DENGOUEZ.pdf (735.6 Ko) Télécharger le fichier
Origine : Fichiers produits par l'(les) auteur(s)
Loading...

Dates et versions

hal-02171561 , version 1 (03-07-2019)

Identifiants

  • HAL Id : hal-02171561 , version 1

Citer

Gilles Boucherit. An den gouez : aozadur ar roadennoù. Migrations et territoires celtiques / Divroañ hag enbroañ ar Gelted, Sep 2016, ROAZHON / Rennes, France. ⟨hal-02171561⟩
68 Consultations
59 Téléchargements

Partager

Gmail Facebook X LinkedIn More